Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/17

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
8
SANT VAZE, V.

offrans d’an aoter, ha mar teu sonj d’id eno hen deuz da vreur eun dra-benag en da enep, lez eno da offrans dirag an aoter, (24) ha kea da genta d’en em reconcilia gant da vreur ; ha neuze, deuz hag offr da offrans. (25) En em laka a-unvan hep-dale gant da enebour, epad ma’z oud en hent ganthan, gant aoun na zeufe da livra ac’hanoud d’ar barner, hag he-man da vinistr ar justis, ha na vez taolet er prizon. (26) E gwirionez hen lavaran d’id, na zeui ket er meaz ac’hane, ken az pezo paeet an diveza liard.

(27) Klevet hoc’h euz eo bet lavaret d’ar re goz : (28) Na ri ket a avoultriach. Mes me a lavar deoc’h penaos kement hini hag a zell ouz eur vaouez gant c’hoantegez anezhi, hen deuz dija great avoultriach ganthi en he galon. (29) Mar ra d’id da lagad deo kweza er pec’hed, difram anezhan, hag hen taol kuit pell diouzid ; rag gwell eo d’id koll unan euz da izili, eget na ve taolet da gorf holl en ifern. (30) Mar ra d’id da zorn deo kweza er pec’hed troc’h-hen hag hen taol kuit pell diouzid ; rag gwell eo d’id koll unan euz da izili, eget na ve taolet da gorf holl en ifern.

(31) Lavaret eo bet ive : Piou-benag a gasso kuit he vreg, a ranko rei dezhi eur scrid a zivors. (32) Mes me a lavar deoc’h penaos piou-benag a gasso kuit he vreg, nemed evit avoultriach e ve, a ra dezhi avoultri ; ha piou-benag a zimezo d’ar vreg kasset kuit, a ra avoultriach.

(33) Klevet hoc’h euz c’hoas eo bet lavaret d’ar re goz : Na doui ket en faoz, mes derc’hel a ri e-kenver Doue d’al le az pezo great. (34) Mes me a lavar deoc’h : Na douit ket a-grenn, na dre an env, rag trôn Doue eo ; (35) na dre an douar, rag scabel he dreid eo ; na dre Jerusalem, rag kear ar Roue braz eo. (36) Na dou ket ken neubeut dre da ben ; rag na hellez ket ober da eur vleven beza gwenn pe zu. (37) Mes ra vezo ho ker : ia, ia, nann, nann ; rag kement a lavarer ouz-pen a zeu euz an drouk-spered.

(38) Klevet hoc’h euz eo bet lavaret : Lagad evit lagad, ha dant evit dant. (39) Mes me a lavar deoc’h : Na stourmit ket ouz an hini drouk ; mes mar sko unan-benag ac’hanoud var da jod deo, tro e-ben ive outhan. (40) Ha mar fell da unan-benag ober proces ouzid ha kemeret da zae, lez c’hoas da vantel ganthan. (41) Ha piou-benag a oblijo ac’hanoud