Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/159

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
150
SANT LUCAS, XVII.

(29) Abraham a respontaz dezhan : Bez’ ho deuz Moises hag ar brofeted ; ra zelaouint anezhe. (30) An den pinvidic a lavaraz : Nann, Abraham, va zad ; mes mar d’a unan-benag euz ar re varo d’ho c’havout, en em gonvertissint. (31) Hag Abraham a lavaraz dezhan : Ma na zelaouont ket Moises hag ar brofeted, na gredint ket ken neubeud, ha pa zavfe unan euz a-douez ar re varo.


CHABISTR XVII.


J ESUS a lavaraz ive d’he ziskibien : Red eo e c’hoarvezfe skoueriou fall ; koulskoude malheur d’an hini a ro skouer fall. (2) Gwelloc’h e vez dezhan ma vez staget ouz he c’houzoug eur mean milin, hag ma vez taolet er mor, eged ma rofe skouer fall da hini euz ar re vihan-man. (3) Likit evez ouzoc’h hoc’h-unan. Mar hen deuz pec’het da vreur en da enep, repren anezhan ; ha mar hen deuz keuz, pardon dezhan. (4) Ha mar hen deuz pec’het enep d’id seiz gwech en deiz ha mar teu seiz gwech en deiz-ze da zistrei ouzid, ha da lavaret : Keuz em euz ; pardon dezhan.

(5) Hag an ebestel a lavaraz d’an Aotrou : Cresk enomp ar feiz. (6) Hag an Aotrou a lavaraz : Mar ho pije eur feiz ker braz hag eur c’hreunen sezo, e lavarjac’h d’ar vezen zicomor-man : En em difram ac’halen ha kea d’en em blanta er mor ; ar vezen a zentfe ouzoc’h.

(7) Piou ac’hanoc’h, hag hen deuz eur mevel oc’h arat, pe o vessa, a lavar dezhan kerkent ha ma vez distro euz ar park : Tosta aman, hag en em laka ouz taol ? (8) Daoust ha ne lavarfe ket dezhan kentoc’h : Aoz d’in va c’hoan, stard da c’houriz en-dro d’id, ha servich ac’hanoun, ken am bezo debret hag evet ; ha goude-ze e tebri hag ec’h evi. (9) Daoust hag hen hen devezo anaoudegez-vad d’ar mevel-ze, evit beza great ar pez a oa bet gourc’hemenet dezhan ? Ne gav ket d’in. (10) Evel-se ive c’houi, pa ho pezo great kement a zo gourc’hemenet deoc’h, livirit : Servicherien didalvoudec ez omp, rag n’hon euz great nemed ar pez a oa dleet deomp da ober.

(11) Digwezoud a reaz dezhan, en eur vond da Jerusalem, tremen dre greiz ar Samari hag ar Galile. (12) Ha pa oa oc’h antren en eur bourg, e teuaz d’hen dialben deg den lor, pere en em zalc’he pell diouthan ; (13) hag int, o sevel