Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/149

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
140
SANT LUCAS, XII.

hoc’h euz, ha roit-han en aluzen ; grit evidoc’h ialc’hou ha ne gossaont ket, dastumit eun tenzor en envou ha na vanko biken, euz a beleac’h ne dosta ket al laeron, hag en peleac’h ar preon ne ra droug e-bed. (34) Rag el leac^h ma ema ho tenzor, eno ive e vezo ho calon. (35) Ra vezo ho kouriz stardet en-dro d’ho tiou-groazel, hag ho lampou allumet. (36) Ha bezit evel tud hag a zo o c’hortoz ma tistroio ho Aotrou euz an eured ; evit ma viot prest da zigeri dezhan, pa zistroio ha pa deui da skei var an nor. (37) Eürus ar zervicherien-ze a vezo kavet gant ho Aotrou, o veilla pa erruo er gear ! E gwirionez hen lavaran deoc’h, lakaad a rai he c’houriz en-dro dezhan, ober a rai dezhe azeza ouz taol, hag e teuio he-unan d’ho zervicha. (38) Ha mar teu d’an eil veilliaden, pe mar teu d’an drede, ha mar kav anezhe er stad-se, eürus ar zervicherien-ze ! (39) Gouzoud a rit ervad penaos ma c’houvezfe ar pen-tiegez da bed heur e tle al laer dond, e choumfe da veilla ha na lezfe ket toulla he di. (40) Rag-se c’houi ive, en em zalc’hit prest, rag Mab an den a zeuio d’an heur ma na viot ket e gortoz anezhan.

(41) Neuze Per a lavaraz dezhan : Aotrou, pe deomp-ni, pe ive d’an holl e leverez-te ar barabolen-ze ? (42) Hag an Aotrou a lavaraz : Piou eta eo ar servicher fidel ha fur, lakeat gant he vestr da gommandi var he zomestiket, evit rei dezhe, pa vez ar poent, ho muzurat ed ? (43) Eürus ar servicher a vezo kavet oc’h ober kement-se, pa zeuio he vestr ! (44) E gwirionez hen lavaran deoc’h, lakaad a raio anezhan da c’houarn kement hen deuz. (45) Mes mar lavar ar servicher-ze en he galon : Dale a ra va Aotrou da zond ; ha mar commans da skei gant ar mevelien ha gant ar mitizien, da zibri, da eva, ha d’en em vezvi ; (46) mestr ar servicher-ze a zeuio en deiz ne vezo ket en gortoz anezhan, ha d’an heur na ouezo ket, hag e tispartio anezhan, hag e roio dezhan he lod gant an dud infidel. (47) Ar servicher hen deuz anavezet bolontez he vestr, ha n’eo ket en em zalc’het prest ha n’hen deuz ket great ar volontez-ze, a vezo skoet varnezhan kalz a daoliou. (48) Mes an hini n’hen deuz ket anavezet bolontez he vestr, hag hen deuz great traou da veritout beza punisset, a vezo skoet varnezhan neubeutoc’h a daoliou. Ha kalz a vezo goulennet digant an hini hen deuz bet kalz ; ha muioc’h