Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/121

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
112
SANT LUCAS, IV.

exhortation all d’ar bobl, en eur brezeg dezhe an Aviel.

(19) Mes Herodes an tetrark, o veza m’hen doa bet rebechou digant Ian, divarben Herodias, greg Philip he vreur, ha divarben an holl fallagriez hen doa great, (20) goude an holl draou fall hen doa great, a reaz c’hoas hou-man, lakaad a reaz teurel Ian er prizon.

(22) Hogen, evel ma tostae ar bobl holl evit beza badezet, Jesus a oe badezet ive ; hag e-pad ma oa o pedi, an env a zigoraz, (22) hag ar Spered-Santel a ziskennaz varnezhan gant eur c’horf henvel ouz eur goulm ; hag e teuaz eur vouez euz an env, hag a lavaraz : Te eo va Mab muia-karet, en pehini ema va holl flijadur.

(23) Ha Jesus a oa var-dro tregont vloaz pa gommansaz da brezeg, hag e oa evel ma credet, mab da Josef, da Heli, (24) da Vatthat, da Levi, da Velchi, da Janna, da Josef, (25) da Vattathias, da Amos, da Nahum, da Heli, da Nagge, (26) da Vaaht, da Tattathias, da Semeï, (27) da Josef, da Juda, da Johanna, da Rhesa, da Zorobabel, da Salathiel, da Neri, (28) da Velchi, da Addi, da Gosam, da Elmodam, da Her, (29) da Jose, da Eliezer, da Jorim, (30) da Vatthat, da Levi, da Simeon, da Juda, da Josef, da Jonan, (31) da Eliakim, da Velea, da Vaïnan, da Vattatha, da Nathan, (32) da Zavid, da Jesse, da Obed, da Vooz, da Salmon, da Naason, (33) da Aminadab, da Aram, da Esrom, da Pharez, da Juda, (34) da Jacob, da Isaac, da Abraham, da Dare, da Nachor, (35) da Saruch, da Ragaü, da Phaleg, da Heber, da Sala, (36) da Gaïnan, da Arphaxad, da Sem, (37) da Noe, da Lamech, da Vathusala, da Henoch, da Jared, da Valaleel, da Gaïnan, da Enos, da Seth, (38) da Adam, mab da Zoue.


CHABISTR IV.


JESUS, o veza leun euz ar Spered-Santel, a zistroaz euz ar Jourdan, hag a oe kasset gant ar Spered ebarz an dezert ; (2) eno e oe tentet gant an diaoul daou-ugent devez, ha na zebraz netra e-pad an deiziou-ze ; mes pa oant tremenet, hen doe naoun. (3) Neuze an diaoul a lavaraz dezhan : Mar d’oud Mab Doue, lavar d’ar mean-man trei en bara. (4) Ha Jesus a respontaz dezhan : Scrivet eo : An den na vevo ket gant bara hep-ken, mes gant pep ger euz a Zoue. (5) Neuze an diaoul hen kassaz var eur menez huel,