Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/10

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet


AN AVIEL HERVEZ SANT VAZE.


————


CHABISTR I.


LEVR lignez Jesus-Christ, mab David, mab Abraham.

(2) Abraham a oe tad da Isaac. Isaac a oe tad da Jacob. Jacob a oe tad da Juda ha d’he vreudeur. (3) Juda hen doe euz a Damar Farez ha Zara. Farez a oe tad da Esrom. Esrom a oe tad da Aram. (4) Aram a oe tad da Aminadab. Aminadab a oe tad da Naason. (5) Naason a oe tad da Zaimon. Salmon hen doe euz a Rahab Booz. Booz hen doe euz a Ruth Obed. Obed a oe tad da Jesse. (6) Jesse a oe tad d’ar roue David. Ar roue David hen doe Salomon, euz an hini a oa bet greg da Uri.

(7) Salomon a oe tad da Roboam. Roboam a oe tad da Abia. (8) Abia a oe tad da Asa. Asa a oe tad da Josafat. Josafat a oe tad da Joram. Joram a oe tad da Hosias. (9) Hosias a oe tad da Joatham. Joatham a oe tad da Achas. Achas a oe tad da Ezekias. (10) Ezekias a oe tad da Yanasse. Manasse a oe tad da Amon. Amon a oe tad da Josias. Josias a oe tad da Joakim. (11) Joakim a oe tad da Jekonias ha d’he vreudeur, var-dro an amzer ma oent kasset e captivite da Vabilon.

(12) Ha goude ma oent bet kasset euz ho bro da Vabilon, Jekonias a oe tad da Zalathiel. Salathiel a oe tad da Zorobabel. (13) Zorobabel a oe tad da Abiud. Abiud a oe tad da Eliakim. Eliakim a oe tad da Azor. (14) Azor a oe tad da Zadoc. Sadoc a oe tad da Achim. Achim a oe tad da Eliud. (15) Eliud a oe tad da Eleazar. Eleazar a oe tad da Vatthan. Matthan a oe tad da Jacob ; (16) ha Jacob a oe tad da Josef,