Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/89

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 73 —

c’hez, evit tostaat gant joa ac carantez ouz Jesus er zacramant.


Ur verc’h iaouanc


Ur verc’h iaouanc pinvidig, a oa deuet n’e doa ken joa nemet o sacramanti, ac e ieas da veva e couent, evit gallout communia aliez. Ar joa a zante en e c’halon ouz Jesus-Christ cuzed er zacramant, a oe aned da velet, dreist-oll var e maro. Pa oe deuet ar mare da gass e Doue dezi, en e c’hlenved, e lavaras d’ar vam-leanez : — Va mam, emezi, pell pell a oa e huanaden gant ar vall da velet an deiz-ma, an deiz ma vezin lakeed unan gant pried va ene. Setu en var nez dont d’am c’haout, an Doue oll-drugarez, evit beza va bevans ed an ent etro ama ac ar Baradoz. A ! va mam, pedit Doue