Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/66

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 50 —

ar maro. Va c’horf a zo astenned var ar ru, ha va ene a zo e goeled an Ifern. Ar memes tro a vise c’hoarveed ganeomp on daou, ganeet ac ganeen-me, anez m’eo saved ar Verc’hez da zifenn ac’hanot, dre ma oas boaz da lavaret un nebeudic pedennou, abars mont en da vele. Salo d’it, ma lacaes da dalvout ar gemennadurez e deuz greet d’in dont da zigass d’it. — Ac en kuit, goude beza discuezed da Richard e zoare êuzuz e creiz ar flammou edo o leski enno en ifern. Richard, anter-varo gat e spont, a lammas eus e vele, da drugarecaat ar Verc’hez, stoued ouz an douar. Digemered e oe, dre galz a boan, e couent ar C’hapucinet. Eno e oe scuer vad d’an oll, e reas pinijen galed, da c’hortoz mont d’ar maro evit Jesus-Christ, o prezeg ar feiz e bro Japon.