Venite, benedicti, deuit tud benniged, deuit d’ar joa ! O ! ha ni an dud diskiant ! o clasc, gant cals a boan, ac a bec’hejou marteze, un enor, ur meuleudi, pe un ano braz bennac er bed, e-leac’h poania da c’hounid an ano-ma : benniged ! Petra vezim-ni a vell eus an anvou all, ar re enorussa er bed, mar rancomp un deiz clevet gant ar barneur, ar c’homzou-ma : It pell, milliged maz-ôc’h. Mari a oe guell ganti beza servicherien da Zoue evit beza sur da glevet an ano-ma : Benniged, benniged ôc’h, dreist an oll Verc’het. O Mari, ar meuleudi-ze oc’h euz bet, ha ne zivizec’h ini all ebed. Me, siouaz ! Petra a c’hallan-me da c’hedal ? Pe ano am bezo-me ? A ! ne raan fors mui pe ano a raï an dud ac’hanon ama, gant ma vezin unan eus ar re a vezo galved gant an Doue beo, pe
Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/63
Neuz