Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/301

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 285 —


CANTIC ALL D’AR VERC’HEZ


————


O Mam leun a drugarez,
O Gverc’hez benniged !
E peb leac’h a bemdez,
Om zicourit bepred ;
Prezantit d’ho Mab Jesus
Pedenn ho pugale ;
Jamez ne c’hell ho revuz
Sur omp a gement-se.

Gverc’hez gloriuz Vari,
Refuj ar bec’herien,
Me ho ped d’am c’honforti
Em spount, em zroublien.
C’hui am divenno guella ;
Ho Mab zo va roue ;
Ar pez a ra d’in crena,
Va Barner eo ive.