Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/255

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 239 —

ar Verc’hez a zo en Ee dreist an oll. An oll Elez a deuas da zigemeret anezi, evit e enori, ac a reas compaignunez dezi a bep tu betec e zrôn en Ee. Caër oa, ha lugernuz, ur sclerder dudiuz en dro dezi, ac an Elez en ur vouez a gane e meuleudi. Ervez sant Athanaas, peb unan eus an nao c’heur Elez a antonas e gantic meuleudiuz d’ar Verc’hez din meurbed. Sant Anselm a lavar ive en d-euz an Aotrou Doue saved e vam uhel dreist an Eou (da lavaret eo, e-deuz muioc’h a c’hloar ac a eurusdet eget an oll en Ee) ac en d-euz e lakeat var un trôn a c’hloar, da Rouanez var an oll grouadurien.