Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/253

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 237 —

lagad da zellet ouz ar Verc’hez, ac al lagad-se a gollas crenn ar sclerizenn. Mes e joa, o veza m’en doa gveled ar Verc’hez e doare m’emai er Baradoz ac e doare ma vezo an dud all en Ee da fin ar bed, peb ini d’e gount ac ervez e zantelez, ar joa-ze a lacaas e galon ken dudied, m’en doa keuz o veza mired ul lagad da zellet ouz traou an douar, ken divalo da velet, goude gvelet traou an Ee. Ma c’houlennas ar c’hras da velet ar Verc’hez ur veich all c’hoas, evit coll e lagad all, ac ar Verc’hez, ken trugarezuz e kever e zervicheur carantezuz, a en em lacaas adarre a-vel deza, en e c’haër, ec’hiz m’emai er Baradoz. Og’en en dro-ma, eleac’h lacaat an den iaouanc da goll e lagad all evel m’en doa divized e-unan, ar Verc’hez a lacaas e zaoulagad da velet scleer o daou, evel