Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/251

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 235 —

caer e vezo ho corf eno, pegen euruz, var bouez delc’her brema var an daoulagad, an teod, ar c’hinou, an daouarn, var an oll skianchou. Var an douar ne c’haller ket compren pegen caer eo ar Baradoz ; nann, mes e c’hounid a c’haller.


Un den iaouanc devod d’ar Verc’hez


Counta a reer, divarben un den iaouanc devod d’ar Verc’hez, en doa discuezed kement a ast da velet anezi en e c’haër e-doare m’emai en Ee, en doa pedet ken stard da c’houlenn ar c’hras-se, ar c’hras da velet, ur pennadic da viana, caerentez an ini a laca kement a joa er Baradoz, ma tiskennas un Eal eus an Ee de gaout, ac a lavaras deza