Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 225 —
c’holo aneza er foar, abars e arrezi). — E peleac’h out-te bet ? — emeza d’in-me. — Er vered ; a respontis-me deza. — Piou zo maro eus da dud ? emeza. — Den ebed eus va zud ; en enterramant ur c’honideurez paour oun bet. — E meuz aoun, emeza, e teues da veza lidourenneur ha dorloteur an dud izel ac ar reicou vian. — Me respontas grons deza, e anavezen nebeud a aoutroned ac a itronezet, da dalvout Eulalii Duval. — A ! Eulalii Duval, emeza, ar plac’hic keaz, Eulalii eo eta a zo maro ? Ur verc’h vad nebeutoc’h var an douar ! — E anaout e rees-ta ? a liviris-me deza. — Ia, emeza (gant un ear mez e velet) ; anaout a reen anezi, ac em bise cared ober muioc’h a anaoudegez ganti. Ac gant petra eo maro ? a c’houlennas en. — Coulz lavaret