Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/224

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 208 —

tremenas, e lavaras da Jesus : O va Mab, me laca va ene etre ho taouarn ; cassit ganeoc’h brema an ene-ma, oc’h euz cared kement, ac oc’h euz mired pur ha neat diouz peb pec’hed... Va zennit d’oc’h eûl, ma vezin eleac’h ma emaouc’h, c’hui ar frouez benniged eus va c’hreiz. Jesus a respountas : Deuit, va Mam benniged, d’am zi, da eana eus ho poan ; deuit ; caer ôc’h dreist an oll verc’hed ; rac ne d-euz ennoc’h netra na ve pur ha neat. — Ra vezo great ervez ho lavar, eme ar Verc’hez ; ac e roas e ene caer ac euruz etre daouarn Jesus-Christ. E c’horf a choumas e doare pa ne vize nemet cousked, eleac’h beza maro. Juvenal, escob Jerusalem, a verc e oe gveled, pa varvas ar Verc’hez, eleiz a Elez var e zro, ac e oe cleved ur c’han melodiuz ganto. Sant Andre