Mont d’an endalc’had

Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/199

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 183 —

evel pa velse aneza treïned, stlejed, cassed, digassed gant e vourrevien, e gorf sacr dispenned, ur gurunenn spern var e benn, ur groaz pounner var e scoaz ; ac errued var barr menez Calvar, e lacaas e spered da zonjal e vele Jesus ouz ar groaz, ac ar Verc’hez en e zav e kichen : en em lacaas da arvest e Zalver en e boaniou braz, o voalc’hi pec’hejou an dud ; ac e scuillas daelou c’hoero var e bec’hejou e-unan, o velet poaniou e Zalver ha re ar Verc’hez. Goude, ez eas da Jardin Josef Arimathii, da velet ar bez Sacr m’oa bet lakeed Jesus enna. Ac’hano, e pellaas var-dro un diou leo diouz Jerusalem, betec bourg Emmaüs, eleac’h ma oe gveled Jesus beo, d’ar zul da bardaez, an trede deiz goude m’oa maro evit an dud, da lavaret eo, d’ar zul Fasc. En difin, e echuas