Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/127

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 111 —

Scritur, a en em zilo e mel e eskern, ac a ziskenno en douar ganta... O ! Piou a lavaro pegen devod oa ar Verc’hez en templ ? Mar carfec’h kemeret scuer varni, gant pebez resped en em zalc’hfec’h en ilizou ? Diouallit na dennfec’h malloz an Aotrou Doue varnoc’h, o veza divodest, o caozeal, o c’hoarzin, o sellet ouz ar pez ne dlefec’h ket, e ti Zoue, ac o veza eno lezireg da bedi.


II


Perac e choumas Jesus en templ, eb gouzout d’e Vam, ur Vam ker santel, ker carantezuz ! C’hoant en doa da zeski deomp beza muioc’h da Zoue eget d’ôn tud. Pebez calonad da Vari, pa velas, diouz ar pardaez, oa eat Jesus diganti ! Trista nozvez e oe an nozvez-se dezi ! Pebez