mad a vale a oa eus Nazaret da Jerusalem, ha n’oa lezen ebed da rancout mont keit-se. Un droad diana, pa ne oa Jesus nemet daouzec vloaz, e choumas e Jerusalem. Ar c’hiz oa, ervez unan eus an Tadou, ma vize ar merc’hed en ur vandenn, ac ar goazed en ur vandenn all o vont ed an ent, ac ar vugale gant unan pe unan eus an diou vandenn, eb sellet gant peini. Mari, o velet n’edo ket Jesus ganti, a zonje edo gant Josef, ha Josef a zonje edo gant e Vam. Var ar pardaez, goude beza baleed epad an deiz, pa en em gavsont assamblez, e velsont sclear oa colled Jesus ganto ; ac ii en dro adarre da Jerusalem d’e glasc ; ac e cavsont aneza, an trede deiz goude, en templ e creiz an doctoret. Ar Verc’hez Vari a c’houlennas outa, perac oa choumed e Jerusalem, ha lezed e
Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/125
Neuz