Mont d’an endalc’had

Pajenn:Displijadur ur person emigret e bro-Soz - Ledan.djvu/13

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 13 —


Mes, pell da zont d’ober ur vicher vad benac,
Evit ellout crénvât va zamic estomac,
Ne meus nemet an tiq d’ober paour qèz rimou,
An treuta, m’en assur, eus an oll vicheriou ;
Ha ne ràn cazi tra, epad va oll amzer,
Nemet o c’houch dre renq ha gant poan var baper.
Calz a rimerien paour zo goapêt alies :
Oh ! clêmomp anezo, o micher zo dies.
Mes n’eus fors, goude oll, pa ràn reflexion,
E zeo ret dìn ivez caout ur vocation.
Petra vezìn-me-ta ?… Güerzer alumettez !…
Foëi !… a lavaro darn : N’oc’h eus-u qet a vez ?
Petra eta fell deoc’h, ha perac va zamall ?
Qemeret eo bremâ an oll vicheriou all.
Na veler tro vardro ebars en oll stalliou,
Da baqat traou nemet paper leun a rimou.
Amâ abat Chicard a verz blonec, qig-sall,
Abat Finault, butun, patalez ha traou all :
Pepini en em denn eus a zindan e zam ;
Anfin, an oll amâ a glasq gounit e dam.
Dre oll eus o staliou ec’h ellit mad güelet
Un anseign paper güenn var bini zo scrifet :
Amâ e vez cavet drogach eus a bep sort,
Evit arc’hant pe aour, coulz d’ar c’ham vel d’an tort.
Mes, ma carfen ivez, ha ne alfen-me qet
Qercoulz hac int-i oll clasq beza implijet ?
Sot avoalc’h oun, assur, eprouv an dienez,
Pa elfen-me qer brao güerza alumettez !
Ha na chomfe ganén evit va oll brofit
Nemet c’hoezec güennec bemdez : additionit,