Rac, ar grizill, ar frim ar glao hac ar gurun,
Hor zicour avichou da ober hor fortun.
Hac evit amzer gaër james ne c’hoantaomp :
Seulvuia e vez fall, seulvüia e werzomp.
Hanavezet oc’h eus, michanç, Person Bodral !
Ar paour qès maleürus a gueuz e amzer all ;
Ar c’hèz-Doue a zo qer douç evel un oan,
Hac a zouffr paciant un niver bras a boan.
Na peguen drol e zeo gant e vestennic bêr,
Gant e voutinezou hac e gos bragou lêr !
Gouscoude e zeo sur , m’en tou, qemener mad,
Mes preferi a ra e gôf paour d’e ziliad.
E viqel zo meurbet eürussoc’h eguetàn,
Ha gouscoude en deus eveltàn calz a boan ;
Ober a ra bemdez tamic scoliouigou,
Ha qer douç eo atao ouz e vugaligou.
Ma ell trap avichou, qent ma vez fin d’ar bloa,
Ur güenneguic benac hac en laqa en joa.
Clêo, va Lorança guèz, c’hoas detaillouigou :
Amà e rêr ivez avelouerigou,
A zervich da frescât bizach ar Zozezet ;
Ur pez an utila, ha precius meurbet.
Te ne poa qet ezom güechall em presbyter,
Lorança, e nep tra caout un avelouer.
Me meus güelet amà pêvar mignon bêleg,
O c’hounit d’o ober, assur, meur a wenneg.
Unan a faoute coat demeus an Inizi,
Ha gant ul limic douç o laqe d’ajusti ;
Un all gant calz a c’hout, evit o renta coant,
O goarnisse gant soign a damou olifant.