Mont d’an endalc’had

Pajenn:Disklêriadur hollvedel gwirioù mab-den.pdf/3

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Mellad pemp (5)

Ne vo lakaet den da c’houzañv ar jahinerezh, na doareoù pe kastizoù kriz ha didruez.

Mellad c’hwec’h (6)

Gwir pep hini eo e vefe anavezet e bersonelezh lezennel e pep lec’h.

Mellad seizh (7)

Par eo an holl dirak al lezenn ha gwir o deus da vezañ diwallet ganti. Holl o deus gwir da vezañ diwallet heñvel diouzh kement gwallziforc’h a dorrfe an Disklêriadur-mañ ha diouzh kement tra a zegasfe seurt diforc’hioù.

Mellad eizh (8)

Pep hini en deus gwir da gaout digoll gwirion dirak lezioù-barn broadel kenveliek evit oberoù o dije torret ar gwirioù diazez anavezet dezhañ gant ar Vonreizh pa al lezenn.

Mellad nav (9)

Den ebet ne vo harzet, bac’het pe harluet diouzh c’hoant.

Mellad dek (10)

Ur gwir par da hini ar re all a zo gant pep hini da vezañ klevet dirak an holl ha gant reizhded gant ul lez-varn dizalc’h ha neptu, dezhi da dermenañ e wirioù ha dleadoù hag an tamalloù graet dezhañ.