Hac ar youl demeus o c’halon ;
D’an ampoent ma tlefent guelet
Dorn galloudus un Doue savet
Azioc’h o fenn d’o ecrasi,
Pa na cessont d’en outraji
Dre eur chaden a zebauchou
Hac ur môr a vesventiou.
Crenit, crenit oll, mezierrien,
Car redet a rit d’an ifern,
Hac eur pas c’hoas ma c’havancit
En e greiz e precipitit
Ho corf qercoulz hac hoc’h ene
Evit an oll eternite.
Chetu penaus ar vesventi
Ho malheur eternel a rai
Goude ober deoc’h var an douar
Ha mil tourmant ha mil glac’har.