Eus a bep seur loudouries
A bep seurt comzou disordren,
Qen dangerus hac ar vocen ;
Rac en eneou innoçant
E c’hêlumont en un instant
Tân infam an impurete :
Tec’hit eta pell dioute.
Davantach, mezier milliguet,
E pec’hes heneb ar seizvet,
Dre an injustiçou brassa
A rês evit caout da efa.
Mar dout servicher en un ty,
Mar guelles da vestr a laeri ;
Mar dout eur penn a diegues,
Oc’h da famill tor bras a res ;
En tavargniou e verni dle,
Hac e forci da vugale
D’o faea, lounqer diveset,
Hac oll goude ma po teuzet
E chapelou ar bod illio,
Mar gueller c’hoas te a vezo
Expert var danvez ar re all,
Ha dre da droidellou fall
Mil injustiçz a gommetti
Evit qenderc’hel da roulli ;
Dioc’h an tu ma teuyo ar güin,
Te’n em gavo atao d’ar fin ;
Correttour neo qet ridicul