Mont d’an endalc’had

Pajenn:Disanv - Sarmoun ar vesventi, 1839.djvu/25

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 23 —


A zo bet er scoliou savant
Hac instruet parfetamant ;
Mes paqet tech ar vesventi,
Deut pillier an hostaleri,
An den-ze a goues da netra,
Ne barlanter mui anezâ
Nemet seulamant d’en dispen
Ha d’en trêti a billioten.
Coll a ra henor ha danvez,
Eurus ma na goll e vuez.
Mes peseurt a zo communnoc’h,
(Respontit, m’er goulen ouzoc’h)
Eguet guelet ar vezierrien
O vervel aroc o zermen ?
Ar proverb sclær deomb a lavar
Penaus gourmandis a ziscar
Mui a dud eguet ar c’hleze ;
Chetu perac speret Doue
A lavar e bêr termeniou
Penaus calz dre o debauchou
A acquisit eur maro pront ;
Propter crapulam multi obierunt.
Nan, nan, lounqesen disantel,
Pell sur ne elli qet erzel ;
Rac, auditoret, penaus pad
Oc’h qenlies a re gorfad,
Oc’h qenlies a stocaden,
Ha dreist pep tra a nosves venn ?