Mont d’an endalc’had

Pajenn:Disanv - Sarmoun ar vesventi, 1839.djvu/23

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 21 —


Mar deo ar mezier eur chef bras,
Mear, pe ajant, pebes goas !
Ne vezo guelet var e dro
Nemet chicanerrien ar vro,
Troidellerrien filoutet,
Trufflennou ha laqipotet :
Paul-Piltout ha Pêr ar C’hannou,
Yan Carnaich ha Jacq an dançou ;
Gab Forban ha Marc Hugunot
Oc’h e heul partout a velot,
Henorapla compagnunez !
Coanta lapousset assambles !
Hac eur vaoues eo zo mezo ?
C’hoas, christenien, eur pez brao !
Eur vaoues, eur c’hreg mezieres,
Deplorapla loudouries !
Rac ma ne qet propr guelet Cou
Gant e gofad er bouilliennou,
Pebes mez guelet Yvona
Gant e zreus-gorfad o ruilla !
Eur veich c’hoas pebes horrol
Guelet Baptist hac Anathol
O vont a gleiz hac a zeo
Evel daou eugen oc’h ar yeo,
Hac erfin e creiz ar poullou,
O ruillia evel porc’hellou !
Mes eur c’hreg meo stoc e c’hroc’hen !
Oh vileni ! oh disqempen !