Mont d’an endalc’had

Pajenn:Disanv - Sarmoun ar vesventi, 1839.djvu/10

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 8 —


Ha var guement-mâ, ma carren,
Me roffe deoc’h meur a breuven.
Mes an experiançz consultit,
C’hui etrezoc’h, tud pinvidic ;
Piou a velit o prosperi ?
Ar Vezierrien touet int-y ?
Salocras, rac ar seurt tud-se
Ne ouzont nemet bernia dle ;
E lec’h oza, oll e frêzont ;
E lêc’h destum, e fouillezont ;
Ha pell dioc’h prena levou,
E verzont re o familliou.
Comparachit ty eur Mezier.
Oc’h ar pez ma voa en amzer
E dad fur hac e vam reglet,
Hac en em gavot estonet.
E plaçz ar goüer er prennestou,
Plouz zo bremâ a dorchadou ;
Ar meubl caer a zo guerzet
Hac ar pris anezo lounqet ;
Ar marc’h, decor ar marchossi,
Zo qignet en hostaleri ;
Bioc’h ha danvad, yar hac eujen,
Tout int efet gant an dræsen ;
Tranch, car, alar, mar ha palou,
Oll int teuzet en tavargniou ;
An dillat, memes bete’n toc,
Zo tremenet dre e c’houzoc.