Pajenn:De Carne Fanch vras ha Fanch vihan, 1922.djvu/16

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 16 —

holl draou kaer ze. Kea d’her c’haout, ’ta. O welet Ervoan o tremen pell hag ouz her gervel. Holla ! Ervoan, holla ! deus eun tammig aman, me az ped.

Ervoan a zeu, Fanch vras a ya kuit.


8 DIVIZ


Fanch vihan, Ervoan.


Fanch vihan

Lavar d’in, Ervoan, mar plij ; traou iskis a welan, aman, hirio. Fanch vras, va c’henderv, en deus lavaret d’in, da genta, komzou trenk eus ar re drenka, ha n’ouzoun ket perak. Goude ze n’en deus komzet ouzin nemet diwar-benn eun dan vez dispar bet roet d’ezan, n’ouzoun ket gant piou, gand eur marc’hadour moc’h, a gav d’in. Daoust hag a zo deuet Fanch vras da veza foll mik ?

Ervoan.

Fanch vras a zo anezan eun den diot, te oar, mes ne ket foll evelato. Gwir eo ar pez a lavar. Klevet hon eus ive ar c’helou ze. Fanch vras a zigouezo gantan, dizale, pesiou aour a verniou, warlerc’h eun eontr koz marvet, a nevez zo, er broiou pell.

Fanch vihan

Mat ; diez e vezo dirouestla ar guden ; Fanch vras n’en deus bet, a viskoaz, eontr koz ebet, nag a berz tad, nag a berz mamm. Mes setu hen o tont en dro. Deomp da guzat da welet petra a raio. Mont a reont kuit. Fanch vras a zeu o tougen eur bern dillad farsus, sae ruz, tog alaouret, kleierigou outan, eur zabrenn hir. Lakaat a ra an holl draou ze war ar bank.