Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 14 —
Fanch vihan
Kounta petra ?
Fanch vras
Kounta moc’h.
Fanch vihan
Ne ket diez bras, sur.
Fanch vras
Mat ; lavar, neuze. Pet penmoc’h ac’h eus ?
Fanch vihan
Unan hepken, bihan ha treut.
Fanch vras
Hag an aotrou mear, ped anezo en deus ?
Fanch vihan
Eur wiz teo.
Fanch vras
Hag an aotrou a Gernigouz, perc’hen ar maner koz, pet penmoc’h en deus ?
Fanch vihan
Tri pe bevar, ha neuze ?
Fanch vras, foll gant eur fouge diroll.
Eur pez kaer avat, evit an holl dud paour ze. Digor frank da ziouskouarn, Fanchig, ha selaou. Me, Fanchig, me am eus, abaoue ar mintin ma, ouspenn daou c’hant mil benmoc’h eus ar re gaera hag eus ar re larta.