Ha fors zo d’it ? Ar pez zo sur eo n’emaout mat breman nemet da lavaret gevier ha dastum berniou aour. Kenavo, ha mar am c’hredez, kea da gaout da dad kovesour, ar c’henta ’r gwella. Kenavo, Gwenole a ya kuit.
Kenavo, koz randoner, glabouser, trabel a laka an dud da gousket gant da brezegennou. Mat. Gwella tra zo m’ema ganen, breman, da vihana, ar yalc’had leun a besiou aour. Ha breman petra a rin ? Labourat ? Foei ! Ampoezon ! Al labour n’eo nemet evit ar re baour, an dud dister. Ne rin ken tra all nemet dibri mat, lakaat dilhad kaer, dilhad aotrou. C’hoarzin a ra. Ha, ha, ha, ha ! Sonjit ’ta ! Tri, mil lur ! Ha, ha, ho ! ne ket tri skoed eo evel kent. Nan, nan, nan ! Me a droio va spered gant al levenez. Kana a ra krenv, en eûr zansal.
- Mari baour en han’ Doue
- Souben an anduillen, ha war an hevelep ton :
- La la la la la la la !
- La la la la la la !
- Mari baour en han’ Doue
O trei buan evelse koueza a ra a dreuz kof d’an douar.
Rei a reer d’an holl da anaout barnedigez barnerien kador varn kear Vrest. Ar varnedigez se, douget