Eur vanden dud klanv m’eo bet fellet d’in o farea gant da louzou, evit gounid eur bernig gwenneien ; mes n’int ket bet pareet e nep giz.
Gwir ?
Ia ; an hini oa born a zo dall breman. An hini ne oa gantan da genta nemet eun dant fall, a zo breman eun dant brein. An hini a valbouze a valbouz gwasoc’h kalz. Koulskoude n’em eus lekeat ouz o foaniou nemet al louzou m’ac’h eus pareet ganto ar paotrig, te oar ?
Ia ; mes me a zo ganen ar galloud da barea gant al louzou ma. Ganez avat, n’eo ket. E peleac’h eo o deus great poan d’it ?
Em fenn paour, hi hi hi !
Deus aman. Gwenole a gemer eun tamm louzou hag a frot gantan penn Perig.
Sell ’ta ! pareet oun me ive. Pebez burzudou a rez atao ! Te zo sorser, sur, pe vedisin gwiziek eus ar gwizieka. Mat ; laouen oun ha laouennoc’h e vijen ma n’o dije ket Fanch hag ar re all lipet va liardou diganen.