Pajenn:De Carne Ar galon vat, 1922.djvu/30

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 28 —
Fanch, o sevel.

Pebez souez ganen, Perig ! Pa gomzen ouzit hirio vintin, ne ouien ket me, tamm ebet, e vijes medisin. Mat ; setu eiz real ; o rei a ran d’it a greiz kalon, mar gellez parea evit mat an dant kleuz daonet se a ra kemend a boan d’in.

Perig

Digorit frank ho kinou. Fanch a ra. Pe war zu eo an dant fall ?

fanch

War an tu kleiz. Digeri a ra adarre e c’hinou.

Perig

Ia da ! gwelet a ran. Doun eo evel eur puns. Gortozit. Lakaat a ra al louzou e toull an dant. Fanch a ya en dro da azeza. Perig a zell ouz Lom. Piou eo an den koz ma ? Lom ne finv ket muioc’h eget eur pod. Piou oc’h, tad koz ? Lom ne finv ket. Perig a gri krenvoc’h. Piou oc’h ? Petra hoc’h eus ? Petra hoc’h eus ? Perig a ya d’e gichen hag a zon e toull skouarn Lom gant e gorn boud. Lom a jom ker sioul ha ken diflach ha tra. Santez Barba venniget ! n’em eus morse gwelet eur seurt keuneuden.

Klaoda

Bou… bou… bou… boubou…

Perig, o c’hoapaat.

Ia, ia, boubou… bouboubou… bouzar eo, moarvat. Mes na gomzit ket ken na vezo deut al louzou da lemma eun tamm gwelloc’h ho teod.