Ha ne d-eus ken ? N’eo netra. Lekeomp eun nebeud louzou ouz al lagad maro d’her parea hag ouz al lagad all d’her miret da vont da goll evel egile. Perig a laka al louzou gant e viz. Mat ; it en dro da azeza war ar bank. Maze a ra. Dal a unan. D’eun all breman. Job a zeu, daou bleget e gein gant ar boan. Rei a ra eiz real da Berig.
Setu va arc’hant, aotrou medisin.
Bennoz Doue. Ha pe seurt droug ganeoc’h, tonton, ma ’z oc’h kroum ha daou bleget er c’hiz se ?
Setu aotrou. Eun taol korn eo am eus paket digant eur goz vioc’h zu ne ra nemet tourtal. Poan vras am eus ha ne c’hellan kousket tamm gant an dersien.
O la la la ! fall fall eo kement ma. Ha peleac’h eo he deus ar vioc’h villiget se skoet ganeoc’h ?
Aze, e kreiz va c’hein paour, aotrou medisin.
Sac’h an dienez ! ne c’hellan ket lakaat al louzou aze va unan. O lakaat al louzou en eun tamm paper. Dalit ! setu louzou evit hoc’h eiz real. C’houi o lakaio hoc’h unan tronoz e toull ar gouli.