Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 16 —
Roit i hoc’h unan d’an aotrou person a lavaro teir oferen, en enor d’an Dreinded sakr, evit ar paotrig eat d’an Anaon.
Ar Mear
O rei a rin, va faotr. Mes petra a jomo ganez da c’houde ?
Perig
Va divreac’h ha skoazel an Aotrou Doue.
Ar Mear
Skuilla raio e vennoz warnout, rak da galon a zo mat, evel a welan. Kenavo, va mab.
Perig
Kenavo, aotrou mear. Ar mear a ya kuit.
VI DIVIZ
Perig, e unan, d’an dud.
Echu eo breman an abaden ganen e Plabenneg, ha n’em eus tra ebet ken da ober nemet mont pelloc’h, va zud vat.
Gwenole, er meaz.
Perig ! Perig ! Perig, souezet eun tamm, a zelaou ha goude e kendalc’h da gomz.
Perig
Mar gellan kaout eun tamm labour, me zo krenv, me zo yaouank, gounid a rin va bara pemdeziek ha n’em eus ket ezom netra ouspenn.