Ha ! ha ! ha ! ha ! te lakaio va goad da redek ? Gant petra, kornandoun ? Gant petra, prenvig douar ? Gant da nadoz, marteze, gant da nadozig, hein ?
Saïg, foll gand ar gounnar, a sko gant Lannig. Lannig a sko gant Saïg. Lannig en em daol oc’h Saïg hag a grog ennan. En em ganna krenv a reont. Koueza reont ha krial o daou, Saïg dindan. Lannig a sko gantan a daoliou pounner. Lannig a zav hag a ia kuit.
Heu ! heu ! fieu ! va Doue ! hi ! hi ! hi ! va Doue ! va fenn hanter dorret, va feskennou blonset, va gar gignet. Skei a ra e dreid en douar, kounnar ennan. Miliner milliget ha daonet ! Tenna a ra frank e deod war zu ti ar miliner. Miliner an tanfoultr ! Miliner an ifern ! Oc’h hirvoudi adarre hi ! hi ! hi ! hi ! Lukas ha Per, peb a vaz en o zourn, a zeu goestad, hep beza gwelet gant Saïg. Saïg a zav e zourn serret war zu ti ar miliner ; tripa stard a ra gand e dreid war an douar. Bez dinec’h, laer bleud, bez dinec’h, kagn a viliner ! da ler a baeo, da groc’hen a vezo d’in, ha dizale ! O velet Per ha Lukas. Sell ta ! Piou eo ar re ze ?
De mat d’eoc’h, aotrounez, Petra glaskit ? Petra a fell d’eoc’h ?