Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 38 —
an holl draou ze a zo fall kenan. Ha ne ket gwir, grefier ? Roc’hal a ra ar grefier.
Ar peoc’h, ar garantez, ar vadelez etre an dud, n’eus netra gwelloc’h, netra dudiusoc’h. Setu va mennoz ha me a blijfe d’in e vije ive hoc’h hini. Ar barner a zav hag a ia kuit. Roc’hal a ra ar grefier krenvoc’h krenva.
An archer, oc’h heja ar grefier.
Aotrou grefier, echu eo ar c’hoari farsus. Ar grefier ne finv ket. Aotrou grefier ?
Ar grefier, o tihuna eun tammig hag o tic’henaoui.
Hein ?
An archer
Ema ar goel o vont da zisken.
Ar grefier
Hein ?
Ar goel a zisken.