Evet o deus, mez eva ne ket laerez eo. An tri ze eo va mipien. Me a baeo.
Nag a draou a bep seurt ! C’houi holl a laka va spered da drei. Da genta, o tiskouez Krenn, Alban ha Lannig, c’houi ho tri, en hano al lezen, azezit aze pelloc’hik war ar bank ze, ha na finvit ket, ma welin sklearoc’h kemend eo c’hoarvezet. Krenn, Alban ha Lannig a ia da azeza pelloc’h, an eil e kichen egile. Mat. Da Wilhou. Komzit.
Va mipien a zo diskiant awalc’h o zri. Eur medisin brudet en deus roet d’ezo peb a zournad mat c’hoalen evit lemma eun tammig o spered. Mat ; eleac’h rei ar furnez ar c’hoalen en deus roet d’ezo eur zec’hed spountus. Rakse eo o deus evet a c’hoari gaer. Me a baeo.
Ha piou eo ar medisin ze en deus roet d’ezo kemend all a c’hoalen da zibri ?
Hema.
Daoust hag em eus lavaret d’ezo eva gwin ar re all ?
Ne lavaran ket, mez en abeg d’eoc’h eo o deus evet. Da Jaffrez. Pegement a win o deus lounket ?
Distradet eo bet eur varriken gwin koz ganto,