Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 24 —
c’hloc’h. Ian al lounker a zeu, dillad pemdez warnan eun tog lous war e benn, e fri ruz ruz.
12 DIVIZ
Lannig, Ian al Lounker.
Lannig
Petra zo, tonton ? Pe seurt poan ganeoc’h ?
Ian al Lounker
Eur boan vihan kenan, aotrou medisin, mez eun nec’hamant bras am eus, evelato, diganti.
Lannig
Sellit ta ! ha dioc’h peleac’h e teu d’eoc’h an nec’hamant se ?
Ian al Lounker
Me, aotrou, a zo ruz va fri, evel a welit, ha ne ket brao ar ruzder tan glaou ze.
Lannig
Va Doue, ne c’hellin ket lakaat ouz ho fri eul liou all, nemet abenn pemp pe c’houec’h miz.
Ian al Lounker
Ma n’eus ezomm nemet pemp pe c’houec’h miz hepken, bez’ ez oun laouen evelato.
Lannig
Mat. Penaos ta eo deuet ar foultren fri se da veza ruz evelse ?
Ian al Lounker
A forz da eva ha da eva gwin, bemdez.