Ha ! ha ! ha ! ha ! ha !
Ne ket souez. Hag hennez.
Hennez eo Biel, hag e dammig skiant vat a zo ker bihan hag hini Maze. Biel, eur sizun zo, a zo bet fellet d’ezhan flastra eur gelienen a flemme tal va c’hazeg zu. Biel a gemeras eur morzol houarn pemzek lur. Faouta a reas neat penn va c’hazeg evit laza ar gelienen. Hag ar gazeg se oa bras he zalvoudegez.
Ha ! ha ! ha ! ha ! ha !
Pebez koll evidoc’h, va den mat ! Ha goude ?
Goude, aotrou ? N’em eus ken mui da gomz ouzoc’h nemet diwarbenn Laouig. Spountet e viot. Laouig oa bet lavaret d’ezan, gand e vamm, lakaat da virvi, er baill koues, kement tra lous a vije en ti. Mat. Va greg, dre c’hras Doue, a zo deut en dro d’ar gear abred awalc’h. Edo Laouig o vont da deurel, er baill kouez, e c’hoarig vihan daou vloaz, dre ma ’z oa fank he dillad.
Pe seurt diot an diaoul ! Poent oa, feiz va Doue ! Poent bras oa.
Ia sur.