Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 16 —
Ar c’hlasker bara.
Doue r’ho paeo, aotrou mat.
Saïg
Ha petra zo a nevez er vro, tad koz ? Ar c’helou a bep seurt, mat pe fall, a vez roet d’eomp, dreist boil, gand ar gemenerien hag ive gand ar glaskerien bara. Ne ket ta ?
Ar c’hlasker bara.
Gwir awalc’h eo. Hirio avat ne ouzoun tra hag a ve a bouez bras. Emaoun o paouez gwelet, koulskoude, eun dra ha n’em boa biskoaz gwelet kemend all, evidoun, evelato, da veza koz.
Saïg
Petra ta ?
Ar c’hlasker bara.
Daou baotr, krenv ha bras, o skei gant bizier, war gein eur paour keaz den ha ne felle ket d’ezan mont en o zi.
Saïg
Ha perag ta ne felle ket d’ezan mont ?
Ar c’hlasker bara.
Va Doue, n’ouzoun ket an distera.
Saïg
Me a oar. E klever mouesiou eur maread tud er meaz. Mes selaouit ta. Petra eo ar zafar ze a glevomp ? Perag e teu davedomp an toullad tud se ?
8 DIVIZ
Saïg, ar c’hlasker bara, Jaffrez, Ian al Lounker, Lannig douget war ziouskoaz Per ha Lukas An aotrou Mear, o tougen eur gurunen lore. Eun toullad tud.