Mont d’an endalc’had

Pajenn:De Carne Ar c'hoz vedisin, 1921.djvu/10

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 10 —
Lukas o c’hoarzin.

Ha ! ha ! ha ! Penaos, neuze, e c’hell, hennez, parea an dud ?

Saïg

Evit ar gwella. N’en deus ken tra da ober nemet en em ziskouez rak eur c’hlanvour bennak, hag ar c’hlanvour a zav, raktal, lekeat pare evit mat.

Per

Biskoaz kemend all !

Saïg

N’eus nemet daou vloaz, en deus lekeat da zevel a varo da veo eur vaouez seitek vloaz ha pevar ugent, marvet eur zizun e oa, gand eur c’hlenved spountus, gand ar vosenn a gav d’in.

Lukas

Pe seurt sorc’hennou eo a livirit d’eomp

Saïg

Ne ket sorc’hennou eo. Gwir bater eo kemend a lavaran d’eoc’h. An den ze n’en deus ket e bar, mes kenta a zo da ober eo stourm a enep e follentez.

Per

Pe seurt follentez eo, ta, a drubuilh e spered ?

Saïg

Eur follentez ne weler ket alies. E touez an dud foll, unan, awechou, a lavar : Me eo an Aotrou Doue ! eun all a lavar eo hen hon tad santel ar Pab, eun trede a fell d’ezan beza roue, pe veza an heol, ha me oar me ? Hennez a gred stard n’eo hen nemet eur miliner. Gwisket eo ne ket gant dillad dereat eur medisin, mes gant truillou ha pillou eur c’hoz viliner. Chom a ra er vilin hanter freuzet a welit aze. Ar rod vras a zo brein, ar mean vilin a zo torret ha faoutet pell zo. N’eus fors. Laouen eo