skedi war denvalijenn an holl draou ze. Pebez touellerez ! Pebez korvigellou ! kemend a lavar Fanchig a zo gaou. Rak se e c’houlennan diganeoc’h, aotrounez, en hano Melki, da genta, ma vezo barnet Fanchig da zisteurel da Velki an arc’hant laeret ; d’an eil, ma vezo skoet start gantan hervez al lezenn a gastiz al laeron.
Echu eo va c’hefridi ; ar gador varn a varno. Trabell a azez hag a ra neuz da zec’ha e dal, evel pa ve skuiz bras.
Klevet hoc’h eus, Fanchig. Ne-d-a ket mat an traou ganeoc’h, goude eun torfed ker skrijus. Petra hoc’h eus da lavaret ? Pa vez tamallet eun den, ar gwir da respont a vez roet atao d’ezan.
Displeget em eus, bremaïk, ar wirionez penn da benn. Netra ouspenn n’em eus da zisplega, me va unan, da vihana. Va alvokad, avat, en devezo eun draig bennak, marteze, da lavaret, ha komz a raio gwelloc’h egedoun.
Hocvh alvokad ? N’ema ket aman ; hini Melki a welan ; hoc’h hini, avat, n’her gwelan ket.
Eo, eo, aotrou barner ; deuet eo ganen.