Mont d’an endalc’had

Pajenn:De Carne - Yannig mil vicher, 1927.djvu/45

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 45 —

gamm. Kas a ran d’eoc’h, evit kador varn ar brezel, ma ’z oc’h he rener, an torfedour liammet start, ha kaset gant soudarded. Ar valizenn a gasan ive d’eoc’h, hervez al lezenn. Ho kenseurd leal. »

Mat ; n’hon eus, er c’hiz se, barnedigez ebet da zougen. Echu eo an dalc’h. Jaffrez ha Bertel a zav hag a ya kuit.

XXVIII DIVIZ
Ar C’habiten, Yann
Yann, laouen bras

Mil bennoz ! mil bennoz ; ar wirionez a zo treac’h ; ema ar gounid ganti.

Ar C’habiten

Ha setu hoc’h arc’hant, ho tri mil lur a zistaolomp d’eoc’h. Didamallet oc’h, hag a roan d’eoc’h ho frankiz. Kit da beleac’h e falvezo d’eoc’h mont.

Yann

An dra ze eo hag am laka da veza nec’het awalc’h. N’ouzoun ket, evit gwir, da beleac’h mont na pe seurt labour a gavin da ober.

Ar C’habiten

Eur vicher hoc’h eus, evelato.

Yann

Allaz ! meur a vicher am eus bet, ha n’em eus great nemet labourat gwasoc’h gwasa, gweach war eur vicher, gweach war eun all.