Daoust hag hen e plijfe d’it mont da skrivagner en hon ti ? Te a oar skriva, sur.
Me ? me ? lenn a ran gwelloc’h kalz eget eur mestr skol, n’eus forz pegen gouiziek e ve. Ouspenn, me oar skriva ha konta kerkouls hag eur beleg.
Brao ! brao ; deus ganeomp, neuze, deus ; labour am eus da rei d’it. Paeet mat e vezi.
Ba, ba, ba, ba ! muioc’h a labour zo em zi. Anaout a rez, emichans, ar vicher a varc’hadour gwin.
Ar vicher a varc’hadour gwin ? Petra sonjit ? N’eus micher ebet, war an douar paour ma, hag e ve anavezet ganen gwelloc’h eget ar vicher ze. Klevit ! Pa vez lekeat war begig va zeod eur berad gwin, eur veradennig hepken, lavaret a ran, raktal ha neat, oad ar gwin hag an douar ma ’z eo bet great an eost rezin warnan. Fouge en e vouez. Gwin ruz, gwin gwenn, gwin melen, gwin c’houero, gwin koz, gwin mat, gwin fall, gwin ardant, o anaout a ran holl.