Mont d’an endalc’had

Pajenn:De Carne - Yann e yalc'had, 1924.djvu/42

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 42 —

Daoust hag hini anezo a ouie mat pe oa piz pe ne d-oa ket ? Ne ouzomp tra, ni kennebeut, war gementse, dreist holl p’eo gwir n’eo nemet gand an Aotrou Doue ar gwir da varn eun den bennak.

Jobig

A zo gwir. E vrud, evelato, Ervoan, oa eus ar re wasa diwarbenn ar bizoni.

Ervoan

Ne lavaran ket ; ha setu, neuze, war va mennoz, ar pez a ve ar gwella. Mar d-oa piz, e rankomp pidi start evid ene va eontr keaz. Mar d-oa paour evit mat, n’eus ganen nemet eun nebeudik arc’hant. Rei a rin, evelato, va yalc’hadig, a wir galon, da ober kaon d’ezan, ha da lakat oferennou evitan.

Jobig

Te a zo eur paotr karantezus, Ervoan.

Ervoan

N’ouzoun ket ; ar pez a ouzoun, avat, eo ez oa va eontr Yann breur d’am mamm garet ; n’oun ket evid ankounac’haat an dra ze, ha me a fellfe d’in pidi e kichen e wele diveza, ha rei eur pok d’e dal paour. Yann a zeu o redek.


37 DIVIZ


Jobig, Ervoan, Yann


Yann, laouen.

N’eus ket ezomm, paotr mat, n’eus ket ezomm. Klevet em eus, laouen ouz her c’hlevet, ar pez ac’h eus lavaret gant kemend a garantez diwar va fenn.