Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 35 —
31 DIVIZ
Yann, Jobig
Jobig
Great em eus, Yann, da gefridi da Lan. Ne fell ket d’ezan, e nep giz, dont d’az kaout.
Yann, souezet bras.
Ne fell ket d’ezan ? D’am zro eo da veza souezet muioc’h eget n’hellfen hel lavaret. Goulennet em boa, digant Lan, dont aman, dre ma felle d’in ober va zestamant ha lezel d’ezan, va holl vadou war va lerc’h, ha chom a ra hep dont ? Ne goumprennan tra war gement se, Jobig.
Jobig
Na me kennebeut. O sellet ouz ar meaz. Sell ’ta, setu o tont an aotrou Marzin, an noter. Petra ’ta en deus da lavaret d’it ?
Yann
N’oun ket evid her gouzout. Marzin a zeu.
32 DIVIZ
Yann, Jobig, Marzin
Marzin
Me eo adarre, Yann. Ankounac’heat em eus eun dra bennak, deac’h d’an noz, epad ma skriven ho testamant, en ho kichen.