O Doue galloudus ! tonton Yann savet a varo da veo. N’oc’h ket maro ’ta, va eontrig, n’oc’h ket maro ? Ar medisin, evelato, en deus touet, dirazomp, edoc’h o paouez mervel.
Pe vedisin ? N’em eus c’hoant ebet da vervel. N’em eus bet nemet eur zemplaenn vihan gand ar blijadur da veza kavet a nevez va arc’hant kollet. O sellet ouz ar gwele. Petra a ra ar marmouz se em gwele ?
Netra, Yann, netra, nemet eun tammig poan benn. Pa vez tomm va fri gand ar banneou, e vezan klanv.
Ya, tonton ; edon o klask eur vaz, evel just, d’hel lakaat da zevel. Holla ! kea kuit, dioc’htu, pez didalvez. Skei a ra gant Maze, a daoliou troad, ouz her bounta er meaz. Hast affo ’ta, hast affo da vont kuit. Lan ha Maze a ya kuit.
Pebez plijadur ! pebez eurvad ! Piou a hellfe kaout eul levenez vrasoc’h ? Krena a ran evel eur bern deliou pa sonjan e oa kollet va zenzor, ha kollet da viken, panevet m’o deus, an daou archer kalounek