Pajenn:De Carne - Danevellou a Vreiz, 1922.djvu/94

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

N’eo ket evit tremen ar mor d’en em gaout ganti ; red eo d’ezan he gervel ha rei d’ezi da c’houzout e wall-zarvoud. Goulen a ra digant Kaerden, e genvreur leal, dont d’e gaout, hag e komz outan e kuz.

Mignoun kaer, eme Dristan, n’em eus ken skoazel nemet hoc’h hini war an douar ma a Vreiz-Izel. Her gwelet a rit ; den ebet n’eo en em gavet da barea va gouli, ha va maro a dosta. Yzeult, va muia karet, evelato, a oufe kavout al louzou dreist, mar gellfen goulen diganti dont d’em c’hichen.

Ho pedi hag hoc’h aspedi a ran, va mignoun karet ; it da lez ar Roue Mark ha kasit va goulen d’ar Rouanez. Livirit d’ezi emaoun o vont da vervel nemet na zeufe d’am sikour, p’eo gwir eo, enni, holl fizians va buez.

Epad m’ema Tristan oc’h en em glemm, Kaerden a ro e asant d’ar gefridi a hell rei