Pajenn:De Carne - Danevellou a Vreiz, 1922.djvu/86

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

tigor an nor arc’hant. Kavout a ra, eno, ar goaf hag ar vasin. Dal m’en deus o c’hemeret, an douar a gren, ar c’hastel a ya da netra, ha Peronig en em gav e kreiz ar c’hoajou, an daou denzor gantan.

Peronig a grogas gand an hent a ya da lez ar roue, goude beza prenet dillajou dispar hag ar marc’h ar c’haera e kear dosta. Ar roue, o klevet galloud estlammus ar vasin hag ar goaf, a ro da Beronig meur a dra dalvoudus, hag hel laka da c’hourc’hemenni da gement soudard en devoa.

Evelse eo e teuas Peronig, ar bugel diansavet, da veza eur prins bras ha galloudus, a drugarez d’e galoun grenv ha d’e spered ijinus.