Pajenn:De Carne - Danevellou a Vreiz, 1922.djvu/82

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Erru eo e tal eur voden wez burzudus ma weler, en he c’hreiz, ar vleunen a c’hoarz. Eul leon kounnaret, aered wiber en e voue, en em strink outan.

— Petra a fell d’it da ober e Kerglaz ?

— Digas da Rojear eur pastez an alc'houedered.

Alc'houedered ? E peleac’h int ? Hag al leon a lip e vuzellou.

— Er zac’h ma.

Dam zigeri a ra Peronig ar zac’h. Al leon a laka e benn ebarz. Peronig a denn ar gordenig oc’h ober sin ar groaz warni. Redek a ra, neuze, beteg ar vleunen ; he c’hutuill a ra ha mont kuit d’an daou lamm.

Ec’h en em gav, goude ze, gant lagen an dragoned. A boan eo eat en dour, mac’h en em strink ar re ze outan evit hel lounka. Mes Peronig a ro d’ezo greun eus e japeled ,evel ma roer ed d’an houidi. Ha da bep greunen lounket, eun