spountus, o sevel e gleze. Peronig a denn e voned hag a lavar d’ezan, ken dinec’h ha tra :
Chomit sioul bras, me ho ped, N’em eus ken c’hoant nemet tremen da vont da Gerglaz. An aotrou ar c’helc’hier en deus va gopreet da labousetaer, rak kement tra a zav e Kerglaz a zo lounket a grenn gand al laboused. Prestet en deus d’in e varc’h, evit m’en em gavin kentoc’h eno.
— Diskouez d’in ’ta, penaos e rez, rak kement aval zo oc’h va gwezen a vez debret ive.
Ha Peronig ha disken diwar varc’h, staga eur penn [eus] al lindag oc’h ar wezen ha rei ar penn all da zerc’hel d’ar c’hornandoun. Tenna a ra neuze, en eun taol kount, ar c’houlm red, ha setu ar c’hornandoun paket. Daoust d’ezan da dripa start gand e dreid war an douar n’hell ket en em zistaga, p’eo gwir eo bet al lindag soubet en dour benniget. Peronig a gemer eun aval, hag e pign adarre war an ebeul.