Pajenn:De Carne - Danevellou a Vreiz, 1922.djvu/73

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

great gand aered wiber. Kutuill a rankin ar vleunen. Goude e tremenin dre lagen an dragoned, ha dre draonien ar plijadureziou, hep chom enni. Digouezout a rin, neuze, gand eur ster n’eo, enni, nemet eur gwe. Eno en em gavo eun itroun, du he gwiskamanchou. He c’hemeret a rin adre va c’hein, war varc’h, ha diski a rin, diganti, eun tu pe du da ober va zaol.

An diaveziad a lekeas e varc’h da c’haloupat hag a yeas doun er c’hoajou.

Peronig a jome da zonjal. En eun taol e klevas trouz kezeg o kerzet a zoug o c’hamm hag e welas Rojear, ar c’helc’hier, o tont, ar vasin aour a istribill ouz e c’houzoug, ar goaf diamant en e zourn. Azezet oa war e gazeg, eun ebeul unnek miz war he lerc’h.

Peronig spountet a yeas da guz. Rojear a dremenas hep her gwelet hag e kendalc’has gant e hent.